Me sav atav en hanternoz
Pa darzh ar gouleier noz
Balumed mar plij treuskasit
Dre ho sonar ma c'hlemmgan trist
Antarktika me ho kar
Deuit kar ma entan
A gil pa 'maoc'h re bell
En tu all d'ar bed-holl
Me c'hourvez atav er c'hreisteiz
Dindan liñselioù gwenn dreistkred
Hag-eñ eo gwir 'pezh a glevan
Na pegen kriz eo ho klemmgan
O arktika me ho kar
Met ma gloaz 'zo dibar
Rak c'hwi 'oar 'h imp da goll
Er mor sall a raok pell